An Departamant a sikour an hentad Diwan en ur mod gredus. Dre ar c’hevelerezh skouer-se e Breizh e sikouromp treuzkas ar brezhoneg ha reiñ lañs d’ar skolajoù Diwan a zo en hon departamant.
Pa’z eo ar brezhoneg ur merker pouezus eus identelezh Penn-ar-Bed ha Pennarbediz en deus divizet an Departamant lakaat difenn ar brezhoneg da dremen da gentañ evit ma vo implijet ha skignet muioc’h-mui.
Ur budjed 3 milion a euroioù ar bloaz a ya d’ober ar skoazell-se, e-maez kefridioù ret an Departamant. Diazezet eo ar skoazell-se war an diarbennoù padus kemeret evit harpañ ar rouedad Diwan, a zo un obererez a bouez evit ar c’helenn dre soubidgezh e brezhoneg. Ouzhpenn 3 900 skoliad zo skoliataet enni en deiz hiziv, eus ar skol-vamm betek al lise, en o zouez tost da 2 200 skoliad e Penn-ar-Bed. Bep bloaz e ro an Departamant ur skoaziad 800 000 € war-eeun d’ar rouedad, da lavaret eo ar skoazell uhelañ dre skoliad e Breizh. Neuze ez eo unan eus kevelerien bennañ ar rouedad Diwan.
Un harp en tu-hont d’ar skoazelloù ret
An daou skolaj staliet e Penn-ar-Bed, Jakez Riou e Kemper ha Penn ar Bed er Releg-Kerhuon, gant an adskolaj e Gwiseni, a vez harpet gant an Departamant ivez. E 2025 e save ar skoazelloù ret evit ar mont en-dro da 298 616 €, klokaet gant 129 000 € a skoazelloù d’ar postañ diwar youl an Departamant (aveadurioù, labourioù, niverel…).
Gant an Departamant e vez harpet ar c’hevredigezhioù a vez meret al lec’hiadoù ganto ivez, ha ne c’hall ket al lec’hiadoù mont en-dro evel zo dleet paneveto.
- E Kemper e oa bet ar gevredigezh Kroashent Kerne, karget eus ar skol-lojañ, oc’h ober hec’h annez en AHDOD kozh « Ti ar Brug » e miz Gwengolo 2024, gant sikour an Departamant.
- Er Releg-Kerhuon e oa bet roet ur pezh sikour d’ar gevredigezh Ti Kerhor abalamour d’ar skolaj da badout hag evit ober war-dro labourioù modernaat (lenn er bajenn da-heul).
- E Gwiseni emeur o studiañ penaos sevel ul lec’h lies a obererezhioù ennañ hag a vefe ar skol-lojañ hag oberoù ekonomikel ennañ war un dro.
Skolaj ar Releg-Kerhon : un dispac’h bihan !
Jean-Christophe SAMSON, Prezidant ar gevredigezh Ti Kerhor.
Reiñ a ra bec’h an Departamant evit lakaat skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon da badout ha modernaat anezhañ. Reiñ a ra ur skoazell arc’hant d’ar skolaj war dachenn an arc’hant ha lusket en deus ar gevredigezh Ti Kerhor, a vez meret al lec’hiad ganti. Pennad-kaoz gant he frezidant Jean-Christophe Samson.
Perak ho peus krouet ar gevredigezh Ti Kerhor ?
En un hent-dall e oa ar skolaj. Ar salioù zo d’an ti-kêr, meret e vezent abaoe 1996 dre un emglev dispredet ha ret e oa paeañ ur skodenn uhel-mat, ar pezh a oa ur skoilh ouzh kement raktres nevesaat a vefe bet. Diwar atiz an Departamant eo bet krouet ar gevredigezh Ti Kerhor e deroù 2025 evit sinañ un emglev nevez gant an Ti-kêr ha ren mestroniezh an oberiadur.
Peseurt roll zo bet c’hoariet gant an Departamant el labourioù treuzfurmiñ-se ?
Lusk en deus roet. Gantañ eo bet suraet al lec’hiad evit an tregont vloaz a zeu. Ha degas a ra ur skoazell arc’hant ivez : 290 000 € evit nevesaat ar preti-skol hag ar gegin, 125 000 € evit lakaat ar savadur diouzh ar reoladoù a-fet tan-gwall ha tredan, ha 60 000 € a vez roet bep bloaz evit paeañ ar feurm. Tremenet omp eus un doare da verañ diouzh an enkadennoù d’ur gwir lusk diorren, koulz evit an 210 skoliad hag evit ar skipailhoù. Evel-se e klaskomp sachañ kalz muioc’h a skolidi d’ar skolaj, a bourchas an niver brasañ a skolajidi da lise Karaez.
Peseurt cheñchamant zo rakwelet evit ar skolaj ?
Un dispac’h bihan eo a zo da zont ! War ar stern emañ al labourioù a-fet ar surentez tan-gwall hag a-benn an distro-skol e vint echuet. Goude-se e vo nevesaet ar gegin ha brasaet ar c’hantin. Kement-se a ya da wellaat kalz ar c’halite bevañ : aezetoc’h servijout ar predoù, devezhioù lusket gwelloc’h, aozioù-labour gant muioc’h a aezamant evit ar gasourien hag ar vuhezourien. Ha diwezhetoc’h e vo graet labourioù hag a sell ouzh an difuiñ termek evit lakaat ar fakturennoù energetek da zigreskiñ.
Petra a ya d’ober nerzh patrom Diwan ?
Ar soubidigezh penn-da-benn eo. Amañ e vez graet pep tra e brezhoneg, er skol-lojañ hag all. An doare gwellañ eo da berc’hennañ ar yezh. Dont a ra ar skolidi da vezañ divyezhegerien, gant disoc’hoù skol eus ar gwellañ, gant gouestonioù dekkementet evit deskiñ yezhoù all, ha kalz anezho a gendalc’h gant o studioù en estrenvro. Diwan, ul leurenn-lañs desavadurel… hag un ober a dreuzkas sevenadurel.