Kadarnaat a ra Departamant Penn-ar-Bed e engouestl evit ar brezhoneg. Harpañ a ra a-zevri ar rouedad Diwan ha degas a ra e lod evit gwareziñ ha treuzkas ar brezhoneg. E-touez ar 5 departamant a zo e Breizh ez eo an hini a zegas ar muiañ a lod er rouedad, pell-pell.
Fellout a ra d’an Departamant, oberer diazez ar politikerezh sevenadurel e Penn-ar-Bed, kinnig d’ar braz eus an dud ur sevenadur bev, diazezet war e idendelezh ha war e c’hlad puilh a-hed an istor. Harpañ a ra koulz diorren ar pleustroù sevenadurel, gwareziñ ar glad ha treuzkas ar brezhoneg. Pa’z eo ar brezhoneg ur merker pouezus eus identelezh Pennar-Bed ha Pennarbediz en eus divizet an Departamant lakaat difenn ar brezhoneg da dremen da gentañ evit ma vo implijet ha skignet. Ur budjed 3 milion a euroioù ar bloaz a ya d’ober ar skoazell-se, e-maez kefridioù ret an Departamant.
Tost da 1,4 milion a euroioù evit ar rouedad Diwan
Abaoe m’eo bet krouet eo deuet ar rouedad Diwan da vezañ un obererez ha ne c’halller ket ober hepti er c’helenn brezhoneg dre soubidigezh, hag a vez skoliataet en tu all da 4 000 skoliad ganti e Breizh, en o zouez 2 200 skoliad e Penn-ar Bed. Unan eus kevelerien bennañ ar rouedad Diwan, a zo pouezus-bras evit treuzkas hor yezh rannvro, eo an Departamant. E 2024 e oa bet gouestlet ur goloiad-arc’hant hag a save da 1,4 milion a euroioù, pe dost, evit Diwan, ar pezh a yae d’ober un tamm nebeutoc’h evit an hanter eus ar budjed hollek gouestlet da sevenadur Breizh.
Gant harp dizehan an Departamant emañ ar rouedad Diwan o plediñ gant stummadur miliadoù a Bennarbediz yaouank ha kinnig a ra dezho, ouzhpenn soubañ en ur yezh, bezañ gwriziennet da vat e sevenadur Breizh.
An Departamant a ro harp d’ar rouedad Diwan evit gwareziñ ha treuzkas ar brezhoneg
Ur skoazell bolitikel en tu all d’an Departamant
Harpañ a ra an Departamant pennaenn ar c’helenn dre soubidigezh, a glot da vat gant hor framm republikan. Asambles gant Diwan e labour gant ministrerezh an Deskadurezh-Stad evit bezañ sur e c’hallo ar rouedad mont war-raok (an niver a bostoù digoret da bep distro-skol, rediañ ar c’humunioù da baeañ o skodenn-skol da Ziwan, amprouennoù ar breved e brezhoneg, hag all…).
Ur skoaziadenn Departamant 800 000 € ar bloaz
Paeañ a ra an Departamant ur skoaziadenn 800 000 € bep bloaz d’ar rouedad Diwan, evit skoazellañ anezhi en he raktres hollek hag en he c’hinnig kelenn dre soubidigezh e brezhoneg evit ar skolidi.
Enkadenn an arc’hant : ur skoaziad dibar a 50 000 €
E 2024, a-dal d’an diastaerioù teñzorerezh a oa gant ar rouedad, e oa bet prim an Departamant o reiñ 50 000 € evel skoazell dibar ouzhpenn.
Ur skoazell ouzhpenn evit ar mont en-dro hag ar postañ
E 2024 e oa bet roet 465 000 € gant an Departamant evit an daou skolaj Diwan, Jakez Riou e Kemper ha Penn-ar-Bed er Releg-Kerhuon. Engouestlet en deus ivez 60 000 € evit ober labourioù surentez er Releg-Kerhuon, 300 000 € evit sevel ur greizenn-herberc’hiañ e Gwiseni, 15 000 € a labourioù mallus evit reneveziñ ar skolaj e Kemper.
Ur Brastres nevez evit evit ar brezhoneg
Gant an Departamant e oa bet lakaet ur Brastres nevez da dalvezout evit ar brezhoneg e 2024. Tri ahel zo ennañ : startaat treuzkas ar brezhoneg dre ar c’helenn evit an holl hag an hentadoù divyezhek ; kreñvaat an endro divyezhek ; aesaat d’an dud ober bemdez gant ar brezhoneg. Labourat a ra an Departamant asambles gant ar c’hevredigezhioù hag an obererien lec’hel, evel ar rouedad Diwan, evit ma vo aesoc’h d’an holl ober gant ar brezhoneg, da bep oad hag e pep lec’h. Skoazellañ a ra ar skingomzoù kevredigezhel brezhonek, an abadennoù evit deskiñ ar bommoù brezhonek kentañ er magourioù hag er skolioù kentañ derez, an Emglevioù-bro, Tiez ar vro, karget da lakaat ar yezh da vevañ e pep lec’h e Penn-ar-Bed. Bep bloaz e vez aozet un devezh gouestlet d’ar brezhoneg gant an Departamant. Dalc’het e vo ar bloaz-mañ e Douarnenez, d’ar gwener 14 a viz Meurzh 2025.