Emstrivadur porzhioù-iliz Penn-ar-Bed evit glad bedel an UNESCO, lañset gant an Departamant e 2022, zo aet war-raok da vat. E 2026, pa ouzer resisoc’h peseurt porzhioù-iliz a zo war ar renk, omp krog gant al labour evit merañ ar glad-se war hir dermen, hag eñ anavezet evel ur glad dibar hiviziken.
Gant an Departamant e oa bet lañset emstrivadur porzhioù-iliz Penn-ar-Bed e 2022, abalamour da lakaat enskrivañ anezho war renabl glad bedel an UNESCO. Pal ar raktres-se, douget gant ur gefridi gant Jean-Jacques AILLAGON er penn anezhi ha harpet gant ur c’huzul skiantel, eo gwareziñ gwelloc’h ar glad dibar-se, diorren an touristerezh sevenadurel ha lakaat anavezout an holladoù savouriezh-se er bed a-bezh. Evit delc’her gant an emstrivadur emaomp, asambles gant ar c’humunioù a zo perc’henn warno, o sevel roll resis ar porzhioù-iliz lakaet war ar renk.
Un arouez eus sevenadur hag istor Penn-ar-Bed eo ar porzhioù-iliz. N’eus ket par d’an holladoù savouriezh-se er bed, enno un iliz, ur voger-dro, un nor bras-divent, kellannoù, ur c’halvar pe ur groaz, ur blasenn hag ur garnel a-wechoù. Gant ar vur, un harz fetis hag aroueziek anezhi, e tispartier ar bed sakr diouzh ar bed disakr. Ne vez ket kavet an holl elfennoù-se dre ret e pep porzh-iliz, met meur a hini en o zouez a gaver en holl lec’hioù-se. Gant-se n’eus porzh-iliz ebet hag a vefe heñvel ouzh ar re all, pep a berzhioù dezho o-unan o deus.
Ur raktres meur douget gant an departamant
An Departamant, hag a oar mat pegen pinvidik eo ar glad-se, en doa lañset emstrivadur porzhioù-iliz Penn-ar-Bed d’an 18 a viz C’hwevrer 2022, abalamour da lakaat enskrivañ anezho war renabl glad bedel an UNESCO.
Perak ar raktres-se ?
Evit anavezout gwelloc’h ha gwareziñ ar glad dibriz-se a-fet savouriezh, evit diorren un obererezh nevez war dachenn an touristerezh, hag ivez evit dic’haouiñ un direizhded rak en deiz hiziv n’eus nemet ul lec’h glad enskrivet er glad bedel e Penn-ar-Bed : an tour Vauban e Kameled.
Ur gefridi zo bet lakaet war-sav evit kas ar raktres-se da bennvat. Sturiet eo gant Jean-Jacques AILLAGON, bet ministr ar Sevenadur da vare Jacques CHIRAC, ha harpet eo gant ur c’huzul skiantel hag a zo prizachourien ennañ. Rankout a ra gwiriañ, da skouer, e klot an holl lec’hioù kinniget gant termenadur ar porzhioù-iliz.
Meur a bazenn vras zo bet graet
Abaoe m’eo bet lañset ez eus bet dibabet 22 borzh-iliz diwar ar c’hant bennak a zo e Penn-ar-Bed evit bezañ enskrivet war renabl an UNESCO. Dalc’het e vo da lakaat an holl lec’hiennoù war-wel en heñchadurioù sevenadurel ha touristel e Penn-ar-Bed.
E 2025 e oa bet anavezet talvoudegezh hollvedel dreistordinal ar porzhioù-iliz e Penn-ar-Bed gant ministrerezh ar sevenadur, ar pezh a laka anezho e-touez al lec’hioù sevenadurel etrebroadel bras hag a ro lañs da briziadur an teuliad gant an aozadurioù etrebroadel en UNESCO.
Ar pazennoù da zont
Er mizioù a zeu e talc’himp gant al labour-se e darempred strizh gant ar c’humunioù e kont, an etrekumunelezhioù, servijoù ar Stad, ar Gloer hag ar c’hevredigezhioù stank engouestlet evit gwareziñ ar glad. A-gevret e termenint an takadoù gwareziñ ha sevel a raint roll al labourioù da zont evit bezañ sur e vo anavezet ha gwarezet mat ar glad-se.
Gwelet an holl bazennoù war : www.finistere.fr/enclos