Un dornskrid kozh milbloaz zo distro da Vreizh

Gant skoazell an Departamant ez eus bet akuizitet un dornskrid breton ral ha talvoudus eus an XIvet kantved gant levraoueg ar Maezioù Frank e Roazhon. E–giz-se ez eus bet postet arc’hant gant Penn-ar Bed en un doare fetis evit gwareziñ hon hêrezh sevenadurel.

Lakaet e oa bet un dornskrid breton eus an XIvet kantved e gwerzh diouzh ar c’hresk d’an 11 a viz Even 2024 e Londrez gant an Diazezadur Schøyen eus Norvegia. Emañ war-nes distreiñ da Vreizh neuze. An dornskrid kaermañ zo un displegadenn war an Aviel hervez Mark hag a voe skrivet gant Beda Venerabilis. Un testeni evel n’eus ket kalz anezho eo eus un obererezh spered e Breizh-Izel e kreiz ar Grennamzer. N’eus ket bet miret nemeur a zornskridoù breton eus ar mare-se..

Un teñzor istorel da wareziñ

Moarvat e voe eilet an dornskrid-mañ en abati Landevenneg evit kumuniezh beneadezed Lokmaria e Kemper. Unan eus ar skouerennoù nemeto eo a chom eus ar skridoù a veze produet e Breizh er Grennamzer uhelañ. Gantañ e weler kalite ar produiñ spered er vro hag an darempredoù sevenadurel a veze etre Breizh hag inizi Breizh-Veur d’ar mare-se.

Un digarez a oa da lakaat un dornskrid, hag a oa pell eus ar vro meur a gantved a oa, da zistreiñ da Vreizh, rak-se e voe divizet gant Departamant Pennar- Bed lakaat arc’hant evit sikour prenañ anezhañ, da lavaret eo 15 000 €.

An arc’hant a oa ezhomm ouzhpenn evit kaout 328 000€ a voe degaset gant ministrerezh ar Sevenadur, en deus roet ar skoaziad pennañ, Kemper Breizh-Izel, Ti-kêr Kemper, Roazhon Meurgêr ha gant Font rannvroel reneveziñ hag akuizitañ al levraouegoù (FRAL) a zo stag ouzh Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel (RRAS). Gant sikour an holl he doa galletlevraoueg ar Maezioù Frank e Roazhon kemer perzh er werzh diouzh ar c’hresk, ha prenañ an dornskrid.

Unanet evit glad Breizh

Evit an Departamant, reiñ e lod evit prenañ an dornskrid-se zo stag ouzh e gefridi a-fet gwareziñ ha talvoudekaat ar glad lec’hel. Soutenet ha broudet e vez da vat ar brezhoneg gant an Departamant. Degemeret e oa bet ur brastres-departamant e 2023 evit broudañ ha kelenn ar yezh. Ouzhpenn delc’her un testeni talvoudus eus hon istor e ro tro da dud Penn-ar-Bed da welet an teñzor prizius meurbet-se. An arc’hant a zo bet lakaet a glot gant talvoudegezh an dornskrid-se a-fet istor ha sevenadur.

Miret e vo an dornskrid ar gwellañ ma c’haller evit ar remziadoù da zont. War wel e vo e Roazhon met gallout a ray bezañ e Kemper ivez da-geñver un diskouezadeg. Gallout a ray neuze tud Penn-ar-bed gwelet an oberenn-se a zo ul lodenn eus hon hêrezh puilh.

« Hor c’hefridi : dastum ha mirout dielloù pouezus evit hon Istor »

Bruno CORRE, rener Dielloù-departamant Penn-ar-Bed

« Kefridi servijoù an dielloù, evel re al levraouegoù glad, eo ober diouzh ma vo dastumet, gwarezet ha miret dielloù pouezus evit hon Istor, kuit dezho da vont diwar wel e dastumadegoù prevez. Sellet a reomp pizh ouzh ar gwerzhioù foran evit gwelet an dielloù a c’hallfe bezañ goulennet pe prenet evit puilhaat glad ar vro. An dornskrid breton-se eus an XIvet kantved zo un testeni dreistordinal eus hon amzer dremenet abalamour m’eo ral ha m’en deus un dalvoudegezh arouezel evit Breizh. Pouezus-bras e oa bodañ ar muiañ a frammoù a c’halled evit ma c’hallfe distreiñ da Vreizh, lec’h ma oa bet savet. Kement-se zo kaoz e tivizas Departamant Penn-ar- Bed lakaat arc’hant evit sikour ar brenidigezh-se, daoust ma ne oa ket rediet d’en ober. »

Revenir en haut de page