E miz Mae 2025 e oa bet krouet Domanioù ha mirdioù an departamant gant Departamant Penn-ar-Bed, ur framm evit bodañ an unnek lec’h sevenadurel. Strollañ anezho a sikouro kenurzhiañ ar merañ, ar mirout, ha lakaat ar glad dibar-se gwelloc’h war-wel, lakaat boutin dispignoù zo ivez, evit ober dezho bezañ lec’hioù birvidikoc’h bepred, digor hag aes d’an holl.
Fellout a ra d’an Departamant, an oberer pennañ a-fet politikerezh sevenadurel e Penn-ar-Bed, kinnig d’ar braz eus an dud ur sevenadur bev, uhelek hag aes d’an holl war un dro. Harpañ a ra diorren ar pleustroù sevenadurel, koulz hag ar pezh a sell ouzh gwareziñ ha treuzkas ar glad. En em harpañ a ra war frammoù all evel an Dielloù-departamant, al Levraoueg-departamant, ar Greizenn arkeologiezh, ha war un toullad domanioù glad arouezus ha mirdioù-departamant.
Betek-henn ne veze ket meret al lec’hioù en un doare boutin. E miz Mae 2025 e oa bet dibabet gant an Departamant bodañ an holl frammoù-se en un diazezadur hepken : Domanioù ha mirdioù an departamant e Penn-ar-Bed. An aozadur nevez-se, a gomprener aes a-walc’h e anv, a ray war-dro an holl draoù a vez d’ober evit merañ, buheziñ ha lakaat glad an departamant war-wel.
Ur politikerezh sevenadur kempoell
Gant Domanioù ha mirdioù an departamant e vez savet ha brudet diskouezadegoù hag abadennoù, diorroet an obererezhioù arzel ha pedagogel, graet war-dro kenurzhiañ al lec’hioù, ha merañ ha lakaat ar glad war-wel (glad ar savadurioù, glad hep savadurioù, an dastumadoù, ar parkoù hag al liorzhoù), ha taolet evezh ma vo miret mat ha puilhaet an dastumadoù er mirdioù.
Strollañ al lec’hioù-se a sikour kenurzhiañ gwelloc’h o obererezhioù ha mestroniañ muioc’h an dispignoù mont en-dro, ha war ar memes tro lakaat obererezh sevenadurel an Departamant da vezañ sklaeroc’h d’an dud.
Domanioù ha mirdioù an departamant a vo e gefridi gwareziñ, displegañ ha brudañ ar pinvidigezhioù sevenadurel a zo e Penn-ar-Bed. Delc’her a ra gant ul lañs hag a oa bev-birvidik dija : al lañs a vez gant lec’hioù bev hag a zegas buhez er vro-mañ a-hed ar bloaz, hag a sach tud war-zu Penn-ar-Bed evit ar sevenadur (diskouezadegoù, arvestoù, sonadegoù, atalieroù, gweladennoù dre soub, hanterouriezh dibar ha pourmenadennoù e domanioù kaer).
Evit gouzout hiroc’h : www.cdp29.fr