An Erer Kozh : donemat e kostezioù ar festival !

Etre an 11 hag ar 14 a viz Gouere e oa dalc’het 32vet festival an Erer Kozh. Ouzhpenn 280 000 a arvesterien a oa bet o selaou Sting, Simple Minds ha David Guetta. Penaos sevel, aozañ ha kas ur gouel ken bras-se war-raok ? Piv eo an « dud vunut » a labour a-dreñv al leurennoù evit lakaat unan eus ar festivalioù brasañ e Frañs war-sav ? Setu amañ respontoù Jérôme Tréhorel, pennrener an Erer Kozh, ha Jeanne Rucet, programmourez.

Les Vieilles Charrues

Pegeit a vez ezhomm evit prientiñ ar festival bep bloaz ?

War-dro 10 miz ! E miz Gwengolo e stagomp ganti, da gentañ gant ur bilañs eus ar festival diwezhañ, ha da-c’houde gant studiadennoù war c’hoantoù ha traoù nevez. Kregiñ a reomp da sevel ur programm nevez, hag a zle bezañ klok e miz Kerzu, d’ar mare ma vez digoret ar werzh bilhedoù. Da neuze e vez ret deomp bezañ choazet an tem, savet ar skritell hag hizivaet al lec’hienn internet eta. E miz Genver e komañs an eil maread. Ur skipailh 16 implijad pad zo ac’hanomp, met e penn-kentañ ar bloaz e tegemeromp tud ouzhpenn evit an teknik, an dafar, an herberc’hiañ… Ret eo soñjal mat e pep tra en a-raok, da skouer penaos servijout boued da 70 000 a dud bemdez. Kadarnaat a reomp ar choazoù hag an aozadur betek miz Mae, hag e miz Mezheven e krogomp da staliañ ar festival !

Penaos e vez savet ar programm ganeoc’h ?

Ni a fell deomp bodañ an holl rummadoù gant ur programm liesseurt ma kaver mesk-ha-mesk arzourien brudet er bed a-bezh, re brudet e Frañs hepken, hag arzourien nevez. Evit-se e labouromp gant produerien hag aozerien troiadoù. Kaozeal a reomp eus an deiziadoù ma c’hall o arzourien dont ha goude e varc’hataomp ar prizioù, rak hor budjed hollek evit ar programmiñ a sav da 4,50 M€, ha n’hallomp ket dispign muioc’h. Evit diskoachañ arzourien nevez en em ziblasomp a-raok evit gwelet anezho war al leurennoù, priziañ an danvez a zo enno, hag a-benn ar fin choaz programmiñ anezho en hor festival pe get.

Piv eo an dud a-youl-vat, hag eus pelec’h int ?

7 500 a dud a-youl-vat zo er skipailh ganeomp, izili eus 140 kevredigezh eus ar vro evit an darn vrasañ anezho : kalonenn ar festival int ! Paneveto n’halljemp ober tra ebet ! E pep lec’h ez eus tud a-youl-vat : evit degemer an arzourien, er pretioù, en tachennoù kampiñ, er parklec’hioù, evit sikour an dud nammet… Klokaat a reont labour an 2 500 den a vicher a vez ouzh ar stern e-pad ar festival. An dud a-youl-vat eo a vez ar muiañ e darempred gant ar festivalerien, ha kalz e plij o degemer d’an arzourien ivez. Evit trugarekaat anezho e vez roet arc’hant d’ar c’hevredigezhioù gant ar festival, evit sikour anezho da gas o oberoù da benn.

Petra zo kaoz eo padet ken pell ar festival ha gant kement a verzh ?

An dud a-youl-vat ha fealded an arvesterien, sur eo ha neket marteze ! Evit an dra-se e labouromp da gentañ, gant doujañs evit an dud, evit ober un degemer eus ar gwellañ, evit kinnig ur mare eus an dibab pelloc’h evit ar sonerezh, ha gant prizioù an izelañ ma c’haller. Bep bloaz e kasomp un enklask da benn evit esa gwellaat ar festival er bloaz goude. Hag eus an tu all e ro an dud kemend-all deomp : plijout a ra d’an arzourien dont d’an Erer Kozh abalamour m’eo dispar an arvesterien, digor-bras, brokus. Gwelet hon eus arzourien hag a yae e-maez al leurenn an dour en o daoulagad…

Petra a zegas ar festival d’ar c’horn-bro ?

Ur festival broadel eo e gwirionez : gras dezhañ e oar an dud e Frañs pelec’h emañ Karaez ha Kreiz-Breizh. Graet ez eus div studiadenn war efed an Erer Kozh. E 2011 e oa bet brasjedet e tegase 11 M€ d’ar c’horn-bro, en o mesk 2,50 M€ d’ar Pôc’hêr. E 2019 e save da 18 M€, en o mesk 5 M€ evit ar Poc’hêr. Dav eo kontañ ivez ar pezh a roomp d’ar c’hevredigezhioù (2,40 M€ en holl) ha d’an ti-kêr (2,30 M€). Muioc’h-mui e labouromp gant an obererien er c’horn-bro. Stag-mat eo an Erer Kozh ouzh Kreiz-Breizh hag ouzh Penn-ar-Bed. A-hend-all, 80 % eus ar festivalerien zo tud eus Breizh, hag eus Penn-ar-Bed evit ar braz anezho…

Les Vieilles Charrues

Ar festival gant sifroù

  • 4 devezh Ur budjed
  • 20,50 M€, hep skoaziad ebet
  • 5 leurenn
  • 80 arzour bep bloaz
  • 1 850 arzour degemeret abaoe ar festival kentañ e 1992
  • 40 000 a blasoù kampiñ digoust
  • +50 % eus al lastez a vez talvoudekaet
  • 3 400 pred servijet d’an arzourien ha tost da 250 000 d’ar sellerien e pep festival
Revenir en haut de page