Ar brezhoneg : ur yezh bev-buhezek

Reuz a vo ! An Departamant en deus ur Steuñv nevez evit ar brezhoneg. Fellout a ra dezhañ e vefe aezetoc’h deskiñ, implijout ha skignañ brezhoneg, ha kement-se abalamour da greñvaat plas ar brezhoneg er vro.

Ar brezhoneg zo ur perzh eus ar re bouezusañ en identelezh Penn-ar-Bed ha tud Penn-ar-Bed. Ar C’huzul-departamant zo o vont da lakaat ur Steuñv nevez e pleustr evit ar brezhoneg abalamour da reiñ lañs da implij ha treuzkas ar yezh. Aozet eo bet tro-dro da dri ahel : kreñvaat treuzkas ar yezh, gant ar c’helenn evit an holl hag an hentadoù divyezhek ; divyezhekaat an endro ; aesaat implij ar brezhoneg war ar pemdez. Kenlabourat a ra an Departamant gant ar c’hevredigezhioù lec’hel hag an holl dud oberiant war an tachennoù-se abalamour da reiñ da bep hini, ne vern an oad pe al lec’h, an tu d’ober gant ar brezhoneg.

Demat, kenavo, gwenn-ha-du pe kouign amann : ma anavezit ar gerioù-se e komzit brezhoneg (un tamm) dija. E pep lec’h e Penn-ar-Bed e kaver brezhoneg. Un tamm eus ar glad bev hag ur merker sevenadurel eo. Gallout a ra bezañ lennet ouzh ar panelloù titouriñ ha touristerezh, saouret e meuzioù ar vro, klevet er festoù-noz… Ha p’eo gwriziennet en hon endro pemdez e ranker kreñvaat e blas. Setu aze palioù steuñv oberoù nevez Departamant Penn-ar-bed, ar Brastres evit ar brezhoneg : reiñ lañs da dreuzkas ar yezh, gant ar c’helenn evit an holl hag an hentadoù divyezhek ; divyezhekaat hon endro ; aesaat implij ar brezhoneg war ar pemdez.

Labourat kentañ-wellañ war an deskiñ

Evit gallout kompren gwelloc’h, komz, skignañ ha treuzkas brezhoneg e ranker tremen dre an deskadurezh, tachenn briorekañ an Departamant. Ober a raio e seurt ma vo aesoc’h aozañ abadennoù e brezhoneg gant ar vugale, adalek an oad tenerañ. Skoazellañ a raio ar stummañ tud a-vicher divyezhek hag al labour graet evit kizidikaat ar skoazellerien-mamm hag ar familhoù war ar brezhoneg. Kresket e vo an eurioù tañva brezhoneg er skolioù, evit tremen eus 334 c’hlasad e 2022 da 400 ac’hann da 2028. Sellet a ra ouzh an hentadoù divyezhek ivez : skolioù Diwan, klasoù divyezhek, diplomoù studi uhel… Ouzhpenn 8 800 skoliad o deus kentelioù e brezhoneg dija e Penn-ar-Bed. Fellout a ra d’an Departamant mont pelloc’h ha lakaat a raio tost da 1M€ en hentadoù-se. Ur skoazell a-ratozh a vo kinniget ivez d’ar gelennerien a fell dezhe deskiñ brezhoneg. Ha ne vo ket ankounac’haet an dud deuet : aozañ muioc’h a oberoù gant an dud war an oad, skoazellañ ar frammoù kelenn d’an oadourien, stummañ ar wazourien hag an dilennidi war ar brezhoneg…

Kaout aozioù mat

Mat eo deskiñ brezhoneg. Gallout ober gantañ pa garer zo gwelloc’h c’hoazh. Labourat a ra an Departamant evit krouiñ un endro divyezhek : panellerezh troet e brezhoneg, abadennoù sport ha sevenadurel divyezhek, embann teulioù e brezhoneg. Ne labour ket an Departamant e-unan war an dachenn-se :  harpañ ha skoazellañ a ra oberoù ha raktresoù liesseurt evit kas ar brezhoneg war-raok. Gant an Emglevioù Bro, a vod ar c’hevredigezhioù lec’hel, e vez aozet festivalioù, arvestoù, lennadennoù, kentelioù noz, kampoù vakañsiñ… Ar mediaouegoù, gant skoazell Levraoueg Penn-ar-Bed, a gemer perzh da vrudañ al levrioù e brezhoneg. Programmoù liesseurt a vez skignet gant ar radioioù lec’hel, ar chadennoù skinwel hag ar sinemaoù. An holl aozadurioù-se zo skoazellet gant arc’hant an Departamant, e framm e Vrastres evit ar brezhoneg.

Koumanantit d’ar gelaouenn Toutouig

A-drugarez d’an Departamant e c’hallit kaout 50% distaol war ur c’houmanant bloaz (12 niverenn) da Doutouig, ar gelaouenn vreton ha divyezhek penn-da-benn, savet evit ar re vihanañ. Ar c’hinnig-mañ a vo graet d’ar 120 familh kentañ eus Penn-ar-Bed a c’houmananto evit ar wech kentañ d’ar gelaouenn, adalek miz Genver 2024. www.keit-vimp-bev.com

Un taol-intrudu nevez gant an Departamant

Un devezh ispisial anvet « Brezhoneg e Penn-ar-Bed » a vo aozet adalek 2024 gant an Departamant. Ur fest bras e vo, digor d’an holl ha gouestlet d’ar brezhoneg, gant skolidi an hentadoù divyezhek hag ar c’hevredigezhioù lec’hel.An devezh kentañ-se a vo dalc’het d’an 23 a viz C’hwevrer 2024 e Landerne ha cheñch a raio bro bep bloaz.

Revenir en haut de page