Kinniget en deus an Departamant degas da soñj da Bennarbediz eus al liammoù skoulmet etre ar Jeneral de Gaulle ha Breizh ha Penn-ar-Bed, gant div ziskouezadeg e Kemper, e miz C’hwevrer hag e miz Meurzh 2025. Gant luc’hskeudennoù ha dielloù ez eus bet gallet taolenniñ e veajoù hag ar mod m’en deus merket hon departamant.
Eus 1945 da 1969 en doa bet Charles de Gaulle darempredoù start gant Breizh ha dreist-holl gant Penn-ar-Bed. Meur a weladenn ofisiel en doa graet amañ, ar pezh en deus lezet ur merk don e-barzh hor memor stroll. Strizh eo e liammoù gant hon tiriad ha merket o deus ar speredoù : eus Brest eo ez eas ar Jeneral war vor d’ar 15 a viz Mezheven 1940 evit mont da Londrez, eus Enez-Sun e oa brezelourien gentañ ar Frañs dieub, Penn-ar-Bed a oa ul lec’h repu evitañ hag a zo bet gweladennet alies gantañ (Benoded, Menez Are, ar Peñzez pe Morgad), e Kemper erfin, d’an 2 a viz Chwevrer 1969, e reas e brezegenn veur diwezhañ dirak 8 000 den. Evit lakaat al liammoù-se gwriziennet-mat en istor war-wel ez eus bet lañset, gant an Departamant, div ziskouezadeg gouestlet d’ar Jeneral, hag a c’haller gwelet evit netra e Kemper adalek miz C’hwevrer betek miz Meurzh.
Dielloù ha luc’hskeudennoù arouezel
An diskouezadeg kentañ, graet asambles gant Paris Match, Departament ar Mor-Bihan ha tier-kêr Gwened hag ar Baol, zo bet staliet war leurgêr ilizveur Sant-Kaourantin hag e porzh Mirdi breizhek an departamant. Savet eo gant peder zeirzaolennad skridoù ha luc’hskeudennoù arouezel, drezi ez eo bet taolennet gwriziennoù tiegezh Charles de Gaulle, e vonedoneoù, an abadennoù m’en doa rentet enor d’ar rezistanted ha d’ar vrezelourien eus Penn-ar-Bed, hag ivez al labourioù bras lañset gantañ hag o deus merket an tiriad, eus sevel ar radom e Pleuveur-Bodoù d’ar bon kuzh en Enez Hir, koulz ha moridigezh ar mordreizher France. War ar memes tro ez eus bet degemeret un eil diskouezadeg, anvet « War roudoù de Gaulle e Penn-ar-Bed », e Ti an Departamant. En diskouezadeg-se, empennet gant Dielloù departamant Penn-ar-Bed, e oa bet kinniget luc’hskeudennoù ha dielloù evit taolenniñ e c’hwec’h beaj ofisiel en departamant etre 1945 ha 1969.
Teulioù klewelet a bep seurt (prezegennoù, monedoneoù, luc’hskeudennoù diwar nij…) zo bet skignet ivez war ur bonn an eus INA (Ensavadur broadel ar c’hleweled). E fin an diskouezadeg-se e oa kaoz eus gweladenn ar Jeneral de Gaulle e Kemper d’an 2 a viz C’hwevrer 1969, ar wech diwezhañ dezhañ d’en em ziskouez dirak an dud. Mont a reas e brezhoneg ouzh an engroeziad tud, ar pezh a chom garanet da vat er memor a-stroll.
Un diskouezadeg pedagogel
An doare-se da lakaat al liammoù etre de Gaulle ha Penn-ar-Bed war-wel a yay pelloc’h eget an diskouezadegoù berrbad. Abalamour d’ar remziadoù yaouank d’anavezout an istor ha da zelc’her ar memor anezhañ bev, e vo prestet « War roudoù De Gaulle e Penn-ar-Bed » d’ar skolajoù en departamant. E-giz-se e c’hallo ar remziadoù yaouank anavezout istor Charles de Gaulle ha kompren gwelloc’h ivez ar mod m’eo bet merket hor c’horn-bro gantañ.