E Penn-ar-Bed e vez festivalioù hag abadennoù plijus a-hed an hañv : sonerezh ha dañsoù ivez, arvestoù, abadennoù all d’ober anaoudegezh ganto. Petra zo kaoz e vez kement a festivalioù ? Moarvat abalamour da natur tud Penn-ar-Bed !
Penn-ar-Bed penn-da-benn… ar festivalioù zoken ! E beg-douar Breizh, etre an arvor hag an argoad, e vez buhez e-pad an hañv : gwad fest zo ennomp. Gant ar Festoù-noz hag ar Festoù-deiz, koulz ha gant an Erer Kozh ha Gouelioù-Meur Kerne na c’haller ket c’hwitañ, eo hon departamant unan eus ar re ma vez ar muiañ a draoù d’ober e Frañs gant ouzhpenn 140 festival aozet bep bloaz.
Festivalioù a bep seurt
Penn-ar-Bed a oa e-mesk ar re gentañ ivez : ar Rouedoù Glas, a voe lañset e 1905 e Konk-Kerne evit souten ar besketaerien, eo ar festival koshañ e Breizh.
Abaoe 1923 e tañser e kreiz-kêr Kemper gant Gouelioù-Meur Kerne. Ha pa oa ar sonerezh ha dañsoù Breizh e kreizig-kreiz ar festivalioù kentañ en em gavas ar sonerezh a vremañ adalek ar bloavezhioù 1980 : Krouet e voe Elixir, ar « Woodstock mod Frañs » kentañ, e 1979 e-kichen Landerne gant rock-folk keltiek, ha dalc’het e voe e-pad 8 vloaz.
Peadra da zegas c’hoant da dud Penn-ar-Bed da lañsañ un toullad traoù all : hiziv an deiz ez eus festivalioù sonerezh eletronek, sonerezh ar bed, sonerezh hengounel, jazz, rock, rap, klasel, ha bez’ ez eus ivez festivalioù diwar-benn ar sinema, al luc’hskeudennerezh, al lennegezh, ar BT, an arvestoù bev, ar radio, gouelioù ar bigi, war ar Grennamzer ha festoù istorel…
Ul lodenn ac’hanomp
Gouzout a ra tud Penn-ar-Bed festailhiñ ha degemer : bro ar vartoloded, ar besketaerien hag ar veajourien, plijout a ra da Benn-ar-Bed ober ton p’en em gav an dud asambles. Ar festoù evit lidañ, ober asambles, en em adkavout zo un hengoun hag ul lodenn ac’hanomp.
Gouelioù lec’hel a vez un tamm e pep lec’h war an tiriad, eus ar pardonioù betek festoù ar bara, an eostoù, ar moru pe ar sardin ivez. Stag eo plijadur ar festoù ouzh an istor, hag ivez ouzh levezon ar sevenadur keltiek a zo digor war an eskemmoù : adsav ar sonerezh hengounel a vez mesket brav gant ar rock, an dañs, ha gant kement c’hoant a vez da c’houzout hiroc’h ha da vezañ digor. Lorc’h zo en departamant neuze o tifenn e sevenadur en ur zelc’her da zegemer avelioù ar bed gant levenez.
Ha ne chom ket tud Penn-ar-Bed da dortal : an dud a-youl-vat, na c’haller ket ober hepto, zo niverus evit lakaat ar festoù da chom bev ha d’ober berzh. Ur spered embreger o deus ivez : festivalioù zo a oa bet ganet diwar an diouer a aveadurioù. An Erer Kozh da skouer, a voe krouet e Karaez e 1992 evit gallout kinnig sonadegoù e lec’hioù ma ne oa sal ebet evit o degemer. Hiziv an deiz eo an Erer Kozh unan eus ar festivalioù brasañ a zo e Frañs hag en Europa !