Ifremer : kompren ha gwareziñ ar meurvorioù

Er c’hwec’hkogn ha tramor e vez an Ifremer, eus Brest e vez o leviañe obererezhioù enklaskerezh skiantoù ha teknologiezhioù mor. Kompren a-benn gwareziñ gwelloc’h : setu pennaenn an ensavadur publik-mañ a vez oc’h arsellet an ekoreizhiadoù-mor eus an aodoù betek an islonkoù.

Taolioù esae rodoù-avel e Santez Anna ar Porzhig, ur poull houl evit amprouiñ an dafar hag o dalc’husted, lestroù ha mekanikoù o weladenniñ ar meurvorioù e-giz al lestr La Thalassa, ar Pourquoi pas ?, an Nautile…

Ensavadur Frañs an enklaskoù evit korvoiñ ar mor (Ifremer) zo anavezet mat gant annezidi an arvor, boas da welet beg-hir e logo hag enklaskerien ar 24 lec’h ha kreizenn.

E Breizh hag e Brest muioc’h c’hoazh pa vez degemeret eno ouzhpenn an hanter eus ar c’hoskor : “ Kreizenn Brest-Plouzane zo lec’h pennañ an Ifremer gant tost da 900 a dud diwar ar 1500 implijad en ensavadur. ”, eme Valérie Mazauric, renerez ar greizenn e Breizh. Sez an Ifremer eo ivez abaoe an dilojadeg eus rannvro Pariz e 2019 :  » Breizh ha Penn-ar Bed zo ul lec’h ma vez stank ar barregezhioù hag an dud arbennik war ar mor : embregerezhioù, skolioù uhel, skolioù-meur*, kreizennoù enklask…

Bezañs sez an Ifremer e Brest zo ul lañs evit an tiriad ha kreñvaat a ra e vrud war al live broadel hag etrebroadel. ”

Arbennigourien ar meurvorioù

An Ifremer en devez tro da vont war aodoù mor an Hirwazh kenkoulz hag en islonkoù e penn all ar bed, gant 3 fal : « mererezh padus danvez ar mor, gwareziñ an ekoreizhiadoù mor ha rannañ ar roadennoù ». Rak ar meurvor zo un danvez a zedenn war meur a dachenn : hin, bouederezh, energiezh, touristerezh, treuzdougen…

“E-kreiz dalc’hoù a-bouez an endro ha dalc’hoù bras er gevredigezh emañ.” Kompren gwelloc’h evit gwareziñ gwelloc’h, setu pennaenn an ensavadur en devez labourioù war meur a dachenn, kenkoulz war nerzhoniezh ar masoù dour ha war al liesseurtegezh pe c’hoazh an darvoudoù douarouriel divoas.

“Hor skipailhoù e Plouzane o deus kemeret perzh e dizoloadenn ur menez-tan dindanvor e 2019, e-maez enez Mayotte, ouzhpenn 3500 metrad donder emañ, ar pezh en deus gallet displegañ krenoù-douar bet er c’horn-bro.”

E Breizh e labour an Ifremer gant tud a-vicher ar magañ kregin a-benn gouzout pegen gwan e vez an istr hag ar meskl pa domm ha pa drenka ar mor. “ Esaeañ a reomp gouzout peseurt  diarbennoù azasaat a c’heller kaout.”

Neveziñ evit mont war-eaok

A-benn ambroug diskoulmoù warc’hoazh e ra klaoustre an Ifremer war an neveziñ : “An enklask en deus da bal degas diskoulmoù ivez ”, a zalc’h deomp da soñj Valérie Mazauric. An ensavadur a labour gant embregerezhioù evit sikour anezho da arnodiñ, da greñvaat ha da gadarnaat o mennozhioù. Ha just a-walc’h dre ar genstrivadeg vroadel Octo’Pousse : “ Digor eo d’an dud o kas da benn ur raktres nevezus e liamm gant ar mor ha gant ul levezon mat war ar gevredigezh pe an endro”.

An Ifremer zo engouestlet da skoazellañ al loreidi gant ur yalc’had tost da 250 000 € ha reiñ tro da implijout dafar ha prizadurioù e skipailhoù (sellet ouzh ar pennad sterniet). Daou loread o deus dibabet labourat gant kreizenn Ifremer Brest : “unan diwar-benn fardañ hidrogen glas adalek mikro-organeg an doneier, egile diwar-benn diorren un talkiwalki evit ar splujerien ».

Ur c’hementad bras a zronoù dindanvor

Frédéric Mittaine zo loread 2022 Octo’Pousse gant e raktres DEESS. “Hiziv n’eo ket anavezet mat donderioù ar morioù, … Ijinet hon eus un diskoulm resis, marc’hadmat a-walc’h, a c’haller adober evit sevel kartennoù ekoreizhiadoù an donderioù-se : kas kementadoù bras a zronoù dindanvor tost d’ar strad ha tennañ skeudennoù, adsevel an dremmwel dre fotogrammetriezh. E metoù divent e-giz ar meurvor ez eo anat ar robotekadur. Un diskoulm a c’hall dedenn an tiez-feurm rodoù-avel : gallout a raimp sevel kartennoù rekis takadoù studi tremen 100 km² ! « .

Sikour kuzul-departamant Penn-ar-Bed

Ar c’huzul-departamant a sikour an dud en deskadurezh uhel hag an enklask dre meur a stignad, en o zouez ar CPER (kevrat steuñv Stad-Rannvro pe KSSR). 5 raktres postañ kaset gant an Ifremer e Breizh zo sikouret gant an departamant : ObsOcéan (aveadurioù arsellet ar meurvorioù hag an aodoù), BrestBayBase (danframmoù arnodiñ e Morlenn Brest), PSO (spektometroù giz nevez), AIDA (barregezhioù jederezh, evit an dreistjederez DATARMOR ivez), Sea Campus (adkempenn ul lodenn eus kreizenn Brest Plouzane). Ar sammad hollek sikourioù ha skoaziadennoù zo 3,7 M€ evit ar prantad 2021-2027.

Revenir en haut de page