War ar porzh e Brest emañ Océanopolis, sonn evel un tour-tan, o tegas sklêrijenn war ar speredoù fri-furch a vez o klask anaout perzhioù kuzh ar mor. An Departamant a sikour ar greizenn vroadel-se a sevenadur skiantel, hag a bed ac’hanomp abaoe 1990 da veajiñ a-dreuz morioù ha meurvorioù ar bed, en un doare c’hoarius troet gant ar skiant hag an deskadurezh war un dro.
Rannet eo Océanopolis etre tri favilhon war pep a dem — poloù, trovanoù ha Breizh —, d’ar weladennerien da c’hellout anaout an takadoù hin disheñvel a zo er mor. Savet eo pep pavilhon evit kas ar weladennerien betek bedoù mor a bep seurt an tostañ ouzh ar wirionez , ma c’hellont sellet a-dost ouzh al loened a vez o vevañ enno, eus ar manked meurdezus betek ar rinkined kevrinus pe ar chevred bihan-bihan, anez ankouaat roudenn ar dourgon !
Treuzkas Gouiziegezh
Ouzhpenn diskouez a ra Océanopolis, skoliañ a ra ivez. E-pad ar bloaz e vez ur programm puilh ha liesseurt gant abadennoù dudi, abadennoù sevenadur skiantel…
E-giz-se e vez sachet evezh an dud, gant an oberoù hanterouriezh ha deskadurezh, dezho da vezañ tud a-skiant-vat hag emgouestlet. Ur prenestr digor eo war bed an enklask, ennañ e vez lakaet ar c’havadennoù hag an ijinadennoù diwezhañ war wel, dre an hanterouriezh skiantel dreist-holl.
Ganti e c’heller lakaat meizadoù luziet da vezañ komprenet ha dedennus-kaer d’an holl. An hanterourien skiantel en Océanopolis, stummet war ul live uhel, a laka ar weladennerien, kozh ha yaouank, da vezañ bamet. En tu all d’an titouroù eeun e vezer lakaet ganto da splujañ en traoù da vat evit kompren penaos ez a bed ar mor en-dro ha petra a zo e dalc’h gant ar vevliesseurted ennañ. Sikouret e vezer gant skoroù pedagogel hag ostilhoù niverel hag an dud kuriusañ a c’hell ivez mont da welet ar c’hostezioù.
Deskiñ en ur c’hoari
Dont a ra Océanopolis ivez da glokaat an deskadurezh hengounel, gant ur benveg pedagogel kreñv, d’ar gelennerien ha d’ar skolidi da gomz eus skiantoù ar mor en un doare fetis hag en ur splujañ e-barzh.
Savet eo programm Océanopolis gant sikour ar guzulierien Arz ha Sevenadur hag ar guzulierien bedagogel eus an DeskadurezhStad, diouzh ar reoladoù ofisiel en deskadurezh. Mont a raeus ar skol-vamm d’ar master, kement ha diskouez pegen lies ha don eo al labour pedagogel. E-klasoù, atalieroù desavadurel, gweladennoù, prezegennoù ha diskouezadegoù zo ivez evit klokaat oberoù ar greizenn-mañ.
En distro-skol e 2023 e oa bet lañset un obererezh desavadurel nevez evit ar skolajidi er 4e, gant an Departamant asambles gant Océanopolis, da sachañ evezh ar rese war ar pezh a sell ouzh an diorren padus er morioù.
Océanolab : ur greizenn nevez evit an neveziñ hag an enklask
Océanopolis a ra muioc’h evit ar skiant mor abaoe miz Meurzh 2023 gant Océanolab. Ur savenn neveziñ hag ul labourva digor d’ar weladennerien eo, ma c’hell ar glaskerien ober war-dro dalc’hoù pennañ ar mor a-wel d’an holl. Dre ar c’henlabour asambles gant an ensavadurioù, evel ar C’huzul-departamant, hag aozadurioù enklask, e sikour kenlodenniñ ar gouiziegezhioù. Pa vez muioc’h-mui a levezon war ekoreizhiadoù ar mor gant oberoù mab-den ez eo talvoudus-bras kompren ha gwareziñ ar meteier-se. Ar park moroniezh-mañ, diwar sachañ evezh an dud ha brudañ ar skiant a zo o vont war-raok, a ra ouzhpenn dikouez pegen kaer eo ar mor : degas a ra soñj deomp eo hon dever deomp-holl doujañ anezhañ.
Skolajoù : splujañ e kalon Océanopolis evit ar 4e klas
An Departamant, asambles gant Océanopolis, en deus lañset un obererezh evit ar skolidi er 4e,da-geñverofrogramm skol, evit sachañ o evezh war an dalc’hoù a sell ouzh an endro hag ar skiant. Etre miz Here 2023 ha miz Meurzh 2024 e vo gouestlet seizh devezh d’an diorren padus er mor, gant an abadenn PALÉOCÉAN 3D hag ur weladenn frank eus ar pavilhonoù. Paeet e vo ar frejoù mont ha dont gant an Departamant, d’an holl da c’hellout kemer perzh. Gant ar c’henlabour-mañ e weler pegen pouezus eo an deskadurezh, an ingalded hag an deskadurezh diwar-benn an endro. Tud yaouank Penn-ar-Bed emañ ar mor, hor glad boutin, tost dezho.