E Penn-ar-Bed ez eus monumantoù dreistordinal a-vil-vern. Kestell, manerioù, abatioù… Gant o istorioù hag o c’hevrinoù e vezomp boemet, lakaet da hunvreal, gant o abadennoù e vezomp entanet ha bamet, dont a reer di da adkemer nerzh, d’en em ziduiñ, ha da zeskiñ ivez. An amzer dremenet, an amzer vremañ hag an amzer-da-zont int ha mont reont d’ober teñzor e Penn-ar-Bed, un teñzor hag a rankomp gwareziñ ha talvoudekaat. Ur gefridi fiziet e Chemins du patrimoine en Finistère gant an Departamant, a zo perc’henn war al lec’hioù-se.
Abati Daoulaz, abati ar Releg, maner Kernod , domani Trevare, perc’hennet gant an Departamant, hag ivez kastell Keryann, zo bodet e-barzh Chemins du patrimoine en Finistère, a zo un diazezadur stag ouzh ar C’huzul-departamant. Arouezioù ha kounlec’hioù eus Penn-ar-Bed int. Mont a reont d’ober ur rouedad en departamant ha kinniget e vez abadennoù dibar enno evit c’hoari ha deskiñ a-hed ar bloaz : arvestoù, diskouezadegoù, baleadennoù en natur, sonadegoù…
Pemp lec’h hep o far
Ar pemp lec’h kaer-eston-se e Penn-ar- Bed, meur a gant vloaz pe tost da vil bloaz anezho, a ro da welet o ferzhioù brav a-hed ar bloaz.
E-kreiz ur park naturel e zoare ha bokedet, 85 hektar dindanañ, bet priziet meur a wech (unan eus al liorzhoù kaerañ er bed evit ar c’hamelia), eo sklaer ez eo domani Trevare ul lec’h hag a ranker dont da welet, gant e label « Glad eus an XXvet kantved » ha gant e istor leun a drubuilhoù, re-bar d’ur romant klasel meur.
Evit abati Daoulaz, bet diazezet en XIIvet kantved ha kludet e goueled morlenn Brest, lakaet e vez war wel enni pegen kaer ha skedus e oa e penn-kentañ hec’h istor.
Gant he liorzh al louzeier, dibar an tamm anezhi, hag an diskouezadeg a zo enni, e vezer pedet veajiñ er bed-holl ha d’en em soñjal war hon darempredoù gant ar re all.
E-kichen Kemperle e c’haller gwelet 500 vloaz eus istor ar manerioù e Breizh dre ar mod m’eo savet maner Kernaod. An domani 30 devezh-arat ennañ, labelaet Ekoliorzh, a ya ur vozaikenn meteier d’ober anezhañ, gant koadeier, pradoù ha gwerjezoù gant ouzhpenn 130 gouenn gwez.
Etre Brest ha Montroulez emañ kastell Keryann, ur c’hastell eus ar c’haerañ, arouez espar an Azginivelezh e Penn-ar-Bed. Gwarezet eo gant mogerioù kreñvaet brav-eston, ha gallout a reer ober anaoudegezh gantañ gant un hentad hag a dremen dre 25 sal.
Hag evit echuiñ, e-touez an natur ouez e Menez Are e kaver abati ar Releg, ur skouer dibar eus ar savouriezh sistersian, gant an iliz-abati miret en ur stad eus ar gwellañ. El liorzh e c’hall an nen lakaat e zaouarn en douar evit deskiñ plantañ ul liorzh legumaj.
Un doare birvidik ha dudius da welet ar glad
Ar pemp lec’hienn-departamant-se a ginnig un doare birvidik hag a vremañ da welet ar glad. Lec’hioù dreist int evit ar familhoù, gant an abadennoù a vez aozet hag ivez an doare ma vez displeget an traoù eno. Kontet e vezont, bevet e vezont, souezhañ a reont.
Ar bloaz-mañ, klaskit ar c’hoari-achap nevez e kastell Keryann, an enlouc’hadurioù plant pe an Daeoù e Trevare, ar c’horn patouilhat en abati ar Releg pe c’hoazh ar sizhunvezh sevenadur pop e Daoulaz. E maner Kernaod, soubit e mojennoù ar c’hêrioù beuzet er mor, gant un diskouezadeg da vevañ hag a lakay hoc’h holl skiantoù war evezh. E pep lec’h e kavoc’h ur weladenn, un dizoloadenn ha santadurioù hep o far…
Lec’hioù aes mont enno
Gant sonadegoù ha diskouezadegoù, gant staligoù ha gweladennoù dre soubidigezh, gant kendivizoù ha prezegennoù, e vez un toullad abadennoù evit an holl, koulz an dud dre vras hag an arbennigourien. Dont a reer gant ar familh, a-goublad, gant ar skol, nammet pe get, met sur e vezer da c’hallout kontañ war un degemer ha servijoù hag a vo diouzh ezhommoù pep hini. E 2023 e voe 280 000 gweladenner er pemp lec’h. War greskiñ ez a ar sifroù, ar pezh a dalvez e c’haller deskiñ ur bern traoù c’hoazh digant al lec’hioù-se merket gant an istor.
Emgav el liorzh(où) !
Pedet oc’h er bloaz-mañ c’hoazh da gemer perzh en devezhioù « Emgav el liorzh(où) » a vo war ar memes tro er pemp domani stag ouzh Chemins du patrimoine en Finistère d’an 1 ha 2 a viz Mezheven. Digoust e c’hallo an holl dud merzhout an natur tro-dro dezho, ober anaoudegezh ganti, war tem « Ar pemp skiant el liorzh ». Bravat doare da gantren er pemp domani, er parkoù, el liorzhoù, ha da welet an diskouezadegoù.