Eus Beg ar Raz, ur beg sebezus anezhañ, betek Menez- Mikael, ur menez mojennel anezhañ, anez ankouaat tremen dre daouarc’heg Langazel pe splujañ e dourioù glas-turkvaen Sant-Nikolaz en Inizi Glenan, koulz eus tu an douar hag eus tu ar mor, ez eus tost da 130 lec’hienn hag a vez gwarezet gant an Departamant a-hed ar bloaz.
50 vloaz zo e labour Departamant Pennar-Bed evit sevel ha lakaat ur politikerezh da dalvezout evit prenañ, gwareziñ tachennoù natur ha digeriñ anezho d’an dud.
Perc’henn eo en deiz hiziv war ouzhpenn 5 300 hektar tevennoù, koadoù, lanneier, takadoù gleb, taouarc’hegoù pe c’hoazh lec’hiennoù arkeologek, e pep lec’h e Penn-ar-Bed. En holl ez eus 130 lec’hienn natur en departamant. Prenet e oa bet an douaroù-se evit o ferzhioù dibar, o zalvoudegezh a-fet ekologiezh, kened ha douarouriezh, hag evit gwareziñ ar meteier dibar-se da gentañ-penn.
Takadoù gwarezet ha digor d’an holl
Pouezus-bras eo pep tachenn evit gwareziñ an ekoreizhiadoù hag ar spesadoù, a zo dibaot pe en arvar a-wechoù. Gant harp kevelerien lec’hel e vez sikouret gant an Departamant merañ ar spesadoùse en un doare padus. Lakaat a ra muioc’h a bouez war gwareziñ ar vevliesseurted evel pa oa bet adkempennet Menez Are goude tanioù-gwall 2022.
Emañ digoradur al lec’hioù-se ivez e-kreiz an dalc’h gant an Departamant. Gras da hentoù balizennet ha kempennet diouzh ezhommoù difer an dud e kinnigomp e pep lec’hienn un dro-gaer dibar d’ar gerzherien arroutet, d’ar valeerien a-wechadoù pe d’ar familhoù.
